lundi 3 mars 2014

Article breton sur la Bourgogne Libre

Après la presse bourguignonne, c'est au tour de la presse bretonne de s'intéresser au Mouvement de Libération de la Bourgogne : et en Breton qui plus est !
Malgré ma faible maîtrise de ce fascinant idiome, je me suis efforcé de répondre de mon vieux aux questions du journaliste :

Cliquez ici pour lire l'article

Certes il est un peu fâcheux que le journaliste ait commis une certaine équivoque entre le MLB et le défunt Porti Burgundiau, mais l'essentiel est que nos amis bretons connaissent à présent notre existence ! Peut-être est-ce le début d'une nouvelle alliance bourguigno-bretonne, comme celle qui unit naguère Charles le Téméraire à François II de Bretagne !


Kennevo ! Dizalc’hour Bourgognad !


Voici la retranscription de l'article :

Ur pezh istrogell eo Germain Arfeux met ne vir ket outañ da vagañ sonjoù dic’hortoz diàr-benn e vro, ar Bourgogn. Goude bout savet an Emsav Dizalc’hour Bourgognad e kendalc’h ar studier gant e “Porti Burgundiau” da gas àr-raok un emsav bourgignon hag a vesk politikerezh, fent ha chervat. N’eo ket bet ganet an emsav bourgignon diàr-netra avat. Er bloavezhioù 30 e oa c’hoazh un emsavig hag a glaske reiñ enor d’an talvoudoù bourgignon. Hiziv, a-drugarez da internet, setu lañset an traoù. Germain Arfeux a zispleg da Ya! petra eo ar “spered Bourgignon” e 2014.
Ya ! : Pegoulz eo bet ganet an emsav bourgignon ?
Germain Arfeux : Er bloavezhioù 2000, din da c’houzout, a-drugarez da internet a-benn ar fin. Abaoe kantvedoù, avat, zo eus ar spered broadel bourgignon. ‘Pezh zo, ne oa ket bet frammet kent, estreget da geñver manifestadegoù zo. Internet an hini eo en deus lakaet bourgignoned zo da zivizout, da lakaat ar gaoz àr o bro ha da gompren n’int ket o-unan da vagañ seurt soñjoù Pa vez lakaet ar gaoz àr Bro-Vourgogn gant ar Vourgignoniz e vez gwelet eo tomm kalon lodenn vrasañ anezhe ouzh an talvoudoù bourgignonat, ouzh istor ar vro hag ouzh hon arz bevañ. Met, ne ouiont ket ez eus emsavioù hag a zifenn kement-mañ. Ha pa zeskont ez eus anezhe, e hañvalont bout entanet gant ar soñj.

Ya ! : N’eo ket gwall anavezet an emsav bourgignon er vro marteze…
Germain Arfeux : Gwir a lavarit ! Ma…  Ret eo anzav eo dister an emsav. Re yaouank eo evit bout anavezet er vuhez politik vourgignon. Ur c’hontre kentoc’h diàr ar maez eo Bro-vBourgogn. Neuzen eo diaes bout anevezet gant an holl Vourgignoniz. Se zo kaoz, paneveken, ne yeomp ket àr ar renk c’hoazh. Estreget e kêrioù zo, n’omp ket frammet a-walc’h evit tizhout disoc’hoù dereat. Evit gwir, e labouromp kentoc’h àr ar c’helaouiñ, àr ar plantañ reuz hag ar buheziñ sevenadurel. Ar pezh a reomp dreist pep tra eo difenn ha reiñ brud da dalvoudoù ar vro, talvoudoù a blij dimp, anat. Ur seurt roll “levezoniñ” hon eus.
Gouzout a rit, e Bro-vBourgogn e vez gounezet muioc’h a dud d’e du pa vezer ouzh taol, tro-dro da chopinadoù peotramant en ur zañsal ar “Branle” ha kement zo. Resevet hon eus gourc’hemennoù a-berzh kantadoù a Vourgognoniz evit ar pezh a reomp. En o zouesk gwiniegourion vrudet ha maered zo zoken.
Roet hon eus da anavezout ez eo bet advadezet straedoù kreiz-kêr Semur da skouer. Ha pelloc’h c’hoazh : bremañ e vefe a-du ar renkad politikel evit kendeuziñ Bourgogn ha Franche-Comté ! Sed un dra a ya àr an tu mat !

Ya ! : Pet den a ya d’ober ar “Porti Burgundiau”
Germain Arfeux : Un ugent bennak a  wir emsaverion a zo. Emvodoù a reomp ingal. Resev a reomp lizhiri souten, tud zo en em ginnig evit pegañ skritelloù ha pegsunioù peotramant stagañ gitonioù, a-wechoù. N’hallomp ket ober anaoudegezh gant an holl anezhe met aduerion int. Tamm-ha-tamm e ta an emsav da vout anaevezet. E metoù politik ar vro, memes. Ha dre m’omp bihan-bihan ha dre n’emaomp ket er jeu politikel e c’hellomp difenn hor mennozhioù krenn-ha-krenn.
Mod-se e c’hellomp kaout krog àr ar vreutadeg politikel. E berr gomzoù, ha bout n’omp ket bet dilennet e neblec’h, hon eus ur seurt reizhveli e-keñver an Istor. A-du ganimp eo an duked Bourgignon, na petra ‘ta !

Ya ! : Ha peseurt plas he deus yezh Bro-vBourgogn en ho stourm ? E bourgignoneg eo anv ar strollad da skouer…
Germain Arfeux : Evit kelo ar yezh emañ pell Yann diouzh e gazeg c’hoazh. N’he deus ket ar memes pouez hag ho hini e Breizh, peotramant en Elzas pe Bro-Gorsika. N’eus ket pikol tud oc’h ober ganti àr ar pemdez hiziv an deiz.
Ne soñj ket din ez eus c’hoazh tud ha ne ouiont tamm galleg ebet. Kalz gerioù ha troioù-lavar a zo implijet e galleg Bro-vBourgogn avat. Ur seurt luchaj eo daet da vout ar bourgignoneg a-benn ar fin. Stourm a reomp evit hor yezh, evel-just, met n’eo ket difenn ar yezh a lusk hon emsav da gentañ.
Setu ar pezh a zo dibar en emsav bourgignon a-benn ar fin. Entanet eo gant sevenadur ar vro met ivez gant istor dukelezh Bourgogn, ken pouezus eo an Istor hag ar sevenadur e Bro-vBourgogn. Ni zo stag hor c’halon ouzh hor yezh met ivez ouzh hon duked veur.
Gante e oa bet roet buhez d’un arz dibar, d’ur sevenadur, d’un arz bevañ, d’un doare d’ober chervat. Ha gwir ! Paneve an duked bourgogn, ne vefe ket eus an emsav bourgignon an deiz hiziv. ‘Fin, ne vefe ket anezhañ evel m’emañ diantao.